Goprsoudard

Ur goprsoudard zo ur soudard paeet evit brezeliñ pe en em gannañ en un arme ha n'eo ket hini e vro, hag en em gann evit arc'hant pe ur gounid all bennak (douar, profoù).

Er Grennamzer ha da vare an Azginivelezh e oa brudet ar c'hoprsoudarded suis. Goprsoudarded ivez e oa Condottieri Italia, evel Giovanni dalle Bande Nere.

Copyright