Vogalenn damserr

E yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn damserr[1] war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn hanter-hent etre ur vogalenn etre hag ur vogalenn beuzserr.

Sed amañ roll ar vogalennoù damserr dezho un arouezenn el lizherenneg fonetik etrebroadel :

  • vogalenn damserr a-raok nann-ront [e], d.s. bzh. ger
  • vogalenn damserr a-raok ront [ø], d.s. bzh. cheu
  • vogalenn damserr greiz nann-ront [ɘ], d.s. rus. солнце ([ˈsonʦɘ]; "heol")
  • vogalenn damserr greiz ront [ɵ], d.s. sved. dum ("sot")
  • vogalenn damserr a-dreñv nann-ront [ɤ], d.s. skos. d'oirbh ([d̪̊ɤrʲɤv]; "diaes")
  • vogalenn damserr a-dreñv nann-ront [o], d.s. al. Kohl ("kaol")

Ar vogalennoù damzerr all a c'hall bezañ treuzskrivet dre lakaat adarouezennoù war ur vogalenn nes.

Copyright